N'eus nemet ar skolioù Diwan o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. E meur a vro e vez graet gant an hentenn-se hag a ro tro d'ar skolidi da vezañ tamm-ha-tamm divyezhek.

       Gant Diwan e teu ar vugale da vezañ ken barrek war ar brezhoneg hag ar galleg kerkent hag ar CM2. Sikour a ra ar skolidi da gas an traoù da benn. Ar skolioù Diwan a zo laik, digoust ha digor d'an holl. An darn vrasañ eus ar gerent n'int ket brezhonegerien. Setu n'eus forzh petra a vefe hoc'h orinoù pe ho kredennoù start, Diwan a zegemer ho pugale. Kaout ur skol Diwan tost d'ar gêr, a zo ur chañs hag ez eo ret tennañ gounit outi.

 

       Diwan est la seule école pratiquant l’immersion linguistique en langue bretonne. C’est une méthode pédagogique appliquée dans de nombreux pays et qui contribue à un véritable bilinguisme de l’élève.

       Avec Diwan, votre enfant aura une égale maîtrise du français et du breton dès le CM2. Un facteur de réussite scolaire désormais reconnu. Les écoles Diwan sont laïques, gratuites et ouvertes à tous, brittophones ou pas. Ainsi, quelles que soient vos origines ou convictions Diwan accueille vos enfants. Avoir une école Diwan près de chez soi est une chance dont chacun doit pouvoir profiter !

 

 

        E 1998 e oa bet krouet skol Diwan Ar Faou. En deiz a hiziv e tegemer 30 bugel bennak. Rannet int e daou glas : ur c'hlas mamm hag unan a gentañ derez. Diazezet en ul lec'h plijus, ar skol a ginnig pep tra d'ar familhoù : ur sal-debriñ, un diwallerezh, ul levraoueg...

        Meret eo gant ur strollad ha skolaerien evel ma vez skoazellet gant an ti-kêr. Posubl eo deoc'h ober goulennoù digant ar skolaerien pe zoken goulenn un emgav ganto evit kaout titouroù diwar-benn ar skol. Lakaat ar vugale da vezañ en o bleud ha kaout doujañs evit ar reolennoù laik eo palioù pemdeziek ar skol.

        Evel-se, mistri leun a startijenn a ra o seizh gwellañ evit ma vefe heuliet mat pep skoliad ha lakaet perzhioù-mat pep hini da dalvezout. Ar soubidigezh a ro tro d'ar vugale da vezañ aes gant o brezhoneg evit dezho gallout mont brav war-araok e pep danvez.

 

        L’école Diwan Ar Faou a été créée en 1998. Elle accueille aujourd’hui une trentaine d’enfants en maternelle et primaire répartis en deux classes. Située dans un cadre agréable, elle propose tous les services nécessaires aux familles : cantine, garderie, bibliothèque...

 

        Elle est gérée par une équipe de parents d’élèves en partenariat avec les instituteurs et le soutien de la municipalité. Ceux-ci se tiennent à votre disposition pour tout renseignement ou rencontre. L'école est ouverte à tous, et la grande majorité des parents d'élèves sont non bretonnants. L’épanouissement de l’enfant y est l’objectif  quotidien dans le respect de la laïcité.

 

        Ainsi, une équipe d’enseignants dynamiques, créé toutes les conditions pour un suivi individualisé et le développement maximum des qualités personnelles de chaque élève. L’immersion linguistique permet une acquisition rapide de la langue bretonne et une utilisation naturelle de celle-ci pour l’étude de toutes les matières.